Portal | |
---|---|
![]() | |
Embanner | Valve Software |
Diorroer | Valve Software Microsoft Game Studios |
Ingaler | Steam Electronic Arts |
Deiziad | 9 a viz Here 2007 |
Rummad | Birvid/Preder |
Doare ar c'hoari | Ur c'hoarier |
Mekanikoù | Linux[1], Windows, Mac, Xbox 360, PlayStation 3 |
Media | Pladenn Blu-ray, pellkargadenn, DVD |
Kontroll | Touchennaoueg, souris, lanker |
Lusker c'hoari | Source engine |
Portal a zo ur c'hoari video birvid ha preder er c'hentañ gour fiorroet gant Valve Corporation. Ar c'hoari a zo embannet evit ar wech kentañ d'an 9 a viz Here 2007 er pack The Orange Boxevit Microsoft Windows hag Xbox 360, ha goude evit ar Playstation 3 an 11 a viz Kerzu 200711 a viz Kerzu 2007[2],[3],[4]. Ar stumm evit Windows a zo bet embannet war ar savenn pellkargañ Steam, hag a zo dasparzhet e stumm boest abaoe an 9 a viz Ebrel 2008[5],[6]. Ar stumm Mac a zo deuet er-maez d'an 12 aviz Mae 2010, d'ar memes tro ha stumm Mac Steam[7].
Ar c'hoari a zo un heuliad a luziadelloù lerc'h ma rank ar c'hoarier kavout un diskoulm a-drugarez d'un arm gouest da krouiñ dorioù gouest da pellzougen objedoù pe tudennoù. Un naouegezh artifisiel a ginnig al luziadelloù d'ar c'hoarier hag a lar dezhañ e gounezo ur gwastell pa vo echuet.
Evit echuiñ ur sal eo sikouret ar c'hoarier gant ur pistoled a c'hell ober "Portal" war ar mogerioù. Div portal a vez er c'hoari : Unan glas, hag unan orañjez. Pa za ar c'hoarier er portal glas, e erru e lerc'h ma vez ar portal orañjez.